Un nebeud toupinoù a vez implijet gant lec'hienn Al Liamm. Evit gouzout resisoc'h, kit da lenn hon Toupinoù Implij. Ma nac'hit bezañ heuliet e warezo ho puhez prevez, met mirout a raio ouzhimp a zeskiñ muioc'h diwar-benn an implij a vez graet eus al lec'hienn ha gwellaat ar pezh a ginnigomp deoc'h.
Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Pennadoù al lec'hienn
![]() |
Er bloavezh 1909 e oa bet pedet Taldir (Jaffrenou), e wreg hag e c'hoar-gaer da eured Jean Choleau (Drouiz Yann Kemper) e Janze. Evit an eured-se en doa savet Taldir ur ganaouenn: Ma doue, ma Greg, ma bro. |
Ma Doue, ma gwreg, ma bro
kanet en eured Yann Choleau (Kemper)
Al labourer douar, skuizh o treiñ tu d’ar bom (bis)
Dre amzer yen ha kri evel dre amzer domm (bis)
A blij dezhañ, dindan vantell vras an oaled,
Aze’añ, pa ve noz, e-kichen e bried
Evel-se memes tra, labourer ar bluenn
Ar barzh breizhat gouestlet e vuhez d’an derzhienn,
Evit sevel e vro a gav ur meurbet aes
gwelet d’e frealziñ dremm ur wreg tiegezh
Goude emgann c’harv ha trubuilhoù e-leiz
‘Vit pezh a enorer ar muiañ e Breizh
Eürus an neb a gav d’e garout en e di
Ur wreg a bella deus e dal melkoni
Skañvoc’h e kav ar bec’h ha dousoc’h da zougen
Pa ve daouhanteret, graet gantañ div lodenn.
Neuze an avel yud a c’hall garm toull an nor
Evit antren en ti na gavo ket digor.
An drougiez estrennek n’hall mamm doc’h e galon
Ar bulumoù marvel a goll o ampoezon.
Netra n’hall strafuilhañ e ene pa’z eo sur
’n deus unan bennak ‘vitañ karantez pur
Un Doue d’adoriñ, hag ur vro da gaeraat
hag ur wreg da garout, setu ar gwellañ stad
An tri gwisk-se en-dro d’ho pruched bet dinec’h,
Dre holl en peb stourmad, c’hwi a vezo didrec’h.
Taldir